Silvia Ruffini

Silvia Ruffini (pe Rufini; 14..? - Roma, 1561) a oa un Italianez a renk uhel er XVIvet kantved, ha pried-kleiz ar c'hardinal Alessandro Farnese, a zeuas da vout ar pab Paol III e 1534, ha mamm e bevar bugel.

Merc'h e oa da Rufino Ruffini ha Giovannella Caetani, a oa o chom en ur palez e-tal Colonna. Pevar breur he doa (Giacomo, Girolamo, Ascanio ha Mario) ha div c'hoar (Camilla hag Ippolita).

War-dro 1496 e voe dimezet d'ur marc'hadour roman, anvet Giovanni Battista Crispo, ha tri mab he doe. Unan a voe ar c'hardinal Tiberio Crispo. Mervel a eure he fried Crispo e 1501. Daremprediñ a rae ar c'hardinal Farnese dija a-benn neuze.

Pier Luigi Farnese, mab da Silvia ha d'ar pab. Poltredet gant Tizian.
Giulia Farnese , serc'h ar pab Alesant VI, mignonez da Silvia.

Silvia Ruffini a reas anaoudegezh gant Alessandro Farnese dre e c'hoar Giulia Farnese, a oa serc'h d'ar pab Alesant VI. Kinnig a reas ar c'hardinal hec'h ambroug dre gêr Roma.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne