Sima Qian

Sima Qian (livadur)

Sima Qian ( 司馬遷 , pinyin Sīmǎ Qiān, (~ 145 - ~86 KJK), a oa penndiellour (太史公 , Tài shǐ gōng, “priñs an dielloù foran”[1]) e-kerzh ren ar remziad Han kornogel (202 KJK – 9 GJK). En abeg d’e oberenn veur Kounskrid an Istorour ( 史记 , shǐ jì), anezhi un Istor eus Sina a-hed tremen daou vil bloavezh adalek ren an impalaer Huang Di (ren ~2697 - ~2598 KJK) betek hini an impalaer Han Wudi (156 KJK – 87 GJK), e vez lakaet da istorour pennañ Sina. Diwar e labour peurampart – ur sammad skiant ha meiz, holloueziek ha marzhus, prederouriezhel hag arzel – e voe roet lañs d’ar skridoù istorel sinaek.

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html (diwar ar geriadur-se e teu an holl gealarouezioù a gavor er pennad-mañ)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne