Sklaverezh

Skeudenn enep ar sklaverezh, Bro-Saoz, 1795
Morianeta e Soudan, 1913

Ar sklaverezh zo ur reizhiad armerzhel ha kevredigezhel ma vez lakaet tud, sklaved anezho, da labourat dic'hopr evit ur mestr a zo perc'henn warno. Ret e vez d'ar sklaved sentiñ ouzh o mestr, ne vern petra eo e urzhioù.
Perc'henniezh eo ar sklaved, tennet pep frankiz diganto. Gwir o deus ar vistri d'o frenañ, gwerzhañ, feurmiñ hag eskemmañ evel n'eus forzh petore madoù all. Disheñvel eo ar sklaverezh istorel diouzh reizhad korvoiñ ar brizonidi dre ma veze reoliet gant lezennoù. Hiriv n'eus bro ebet hag a aotre ar sklaverezh, met daoust da se e c'hall mistri ar sklaved bezañ gwarezet gant al lezennoù.

E meur a vro eo lakaet ar sklaverezh da "dorfed ouzh an denelezh".


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne