Stad kevreadel

Stad kevreadel
stumm gouarnamant
Iskevrennad eusfederal system, political union Kemmañ
Arvezfederalism Kemmañ
Abeg pennañinterstate agreement Kemmañ
Manifestation offederal system Kemmañ
Enebet ouzhunitary state Kemmañ
Ar pennad-mañ zo gouestlet d'ar stadoù kevreadel. evit sterioù all, sellet ouzh kevread (disheñvelout).
Ur gartenn hag a ziskouez ar c'hevreadoù a-vremañ er bed.

Ur stad kevreadel pe kevread zo un unaniezh politikel, enni meur a stad kevreet pe a rannvro, emren e tachennoù zo, unvanet gant ur gouarnamant kreiz "kevreadel". En ur c'hevread, stad emren ar Stadoù ezel zo gwarezet gant ar vonreizh ha ne c'hall ket bezañ kemmet diwar ziviz ar gouarnamant kreiz hepken.

Ar stumm gouarnamant pe framm ar vonreizh a gaver er c'hevreadoù zo anvet kevreadouriezh. Gallout a reer sellet outañ evel ar c'hontrol eus ur reizhiad all, hini ar Stad unvezhus. Gouarnamant Alamagn gant c'hwezek Länder kevreet zo ur skouer vat a gevread. Aostria hag he Bundesländeroù a oa ur Stad unvezhus gant rannoù melestradurel zo deuet da vezañ kevreet. Bro-C'hall zo ur Stad unvezhus penn-da-benn, daoust ma tenn hec'h isrannoù melestradurel d'ar stadoù a gaver en ur Stad kevreadel.

Ar c'hevreadoù a c'hall bodañ meur a bobl, pe goleiñ un dachennad ec'hon, daoust ma n'eo ket gwir eus an holl. Alies e vezont diazezet diwar ur c'henemglev etre meur a Stad emren.

Kartenn eus ar Stadoù-Unanet, a ziskouez e hanter-kant stad diazez.
Kartenn eus Stadoù-Unanet Mec'hiko, a ziskouez e stad ha tregont hag an distrig kevreadel.
Kengevread Suis hag ar 26 kanton.
E Kanada, ar gouarnamant kevreadel a zalc'h holl ar galloudoù n'int ket roet gant ar vonreizh d'ar proviñsoù. War an tu kontrol, an tachennadoù zo sujet d'ar gouarnamant kevreadel hag a ro galloudoù dezhe.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne