Testamant Kozh

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Testamant Kozh
oberenn lennegel, religious text, Q64689000
Rann eusBibl Kemmañ
Embannadur pe troidigezhTanac'h Kemmañ
Studiet gantOld Testament theology, Hebrew Bible studies Kemmañ

An Testamant Kozh pe Testamant Kentañ (henc'hresianeg : Ή Παλαιὰ Διαθήκη / hê palaià diathếkê) eo al lodenn gentañ eus ar Bibl, pe gatolik pe brotestant, enni un teskad levrioù hebraek savet e-pad ar c'hantvedoù a-raok an hoalad kristen. Dispaket eo peurvuiañ a-raok an Testamant Nevez e-lec'h ma 'z eus kaoz eus Jezuz Krist, a zo diazezer ha profed ar relijionoù kristen.

Hervez an Tanac'h, Bibl ar Yuzevien (re Balestina), ez eus ennañ 39 levr skrivet en hebraeg gant lodennoù bihan en arameeg e Levr Ezra[1] (Esdras) hag e Levr Daniel :

Bodet e vez an testennoù en un doare disheñvel diouzh hini ar Bibl katolik. Ne gaver nemet 24 levr eta evit an hevelep testennoù[4].

Al levrioù all (7) a zo erruet betek ennomp e gresianeg a-drugarez da droidigezh ar Seikont mui lodennoù zo eus levr Daniel hag eus levr Ester. Troidigezh ar Seikont a oa bet savet en Aleksandria en trede hag en eil kantved a-raok Jezuz Krist evit ar Yuzevien gresianeger.

Evit ar Gatoliked ez eus ennañ 46 levr rak diazezet eo war Bibl ar Seikont, Bibl Yuzevien an diaspora :

  • Ar Pentateuc'h
  • Al levrioù istorek
  • Al levrioù barzhoniel hag al levrioù a furnez
  • Levrioù ar Brofeded

E Sened-Meur Trento (1545–63) e voe degemeret ar seizh levr (Youdith, Tobit,ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia) mui an tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha na gaver ket en destenn hebraek, evel kanonel. Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho[5].

Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina). Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all. Un toullad testennoù orin en hebraek eus ar skridoù eilkanonel a zo bet adkavet.

  1. hervez troidigezh An Tour-Tan
  2. Levrenn 1 Troidigezh An Tour-Tan, 1981
  3. "Tora" e troidigezh An Tour-Tan
  4. La Bible de Jerusalem,cerf, embannadur 1998, p10
  5. Al levrioù eilkanonel, levrenn 5 troidigezh An Tour-Tan, 1986, p5

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne