Time 100

Time 100
enor
Deroet gantTime Magazine Kemmañ
Deiziad kregiñ2004 Kemmañ
HashtagTIME100 Kemmañ

Time 100 zo anezhañ ul listenn 100 den gant ar muiañ a levezon dre ar bed. Savet eo gant ar gelaouenn stadunanat Time. Embannet eo bet er gelaouenn evit ar wech kentañ e 1999 evel disoc'h ur gaozeadenn e-touez politikourien, skolveuridi ha kazetennerien. Abaoe 2004 e vez embannet al listenn bep bloaz. Kaout e anv war al listenn a vez gwelet evel un enor, hag an Time a bouez evit ma vije sklaer ez eo un doare da envel tud hag a gemm ar bed, n'eus forzh petra e vefe disoc'h o obererezh. Al listenn ziwezhañ a vez savet gant embannerien ar gelaouenn Time, gant ul lod anvioù deuet gant an dud bet war listenn an Time 100 ha gant kenskoazellerien ar gelaouenn en estrenvro. N'eus nemet unan hag a vez choazet gant an dud dre vras, dre ur votadeg e-touez al lennerien, kaset da benn un nebeud devezhioù a-raok ma vefe embannet al listenn ofisiel. Dalc'het e vez ur gala bep bloaz e Manhattan evit enoriñ an dud priziet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne