Wuppertal

Wuppertal

Wuppertal (distaget [ˈvʊpɐtaːl] en alamaneg) zo ur gêr eus Alamagn a voe savet e 1929, diwar unaniñ seizh kêr vihan a oa anezho a-gozh, en ur c'horn-bro ma oa kalz labouradegoù. Emañ war lez ar stêr Wupper, nepell diouzh Düsseldorf, e stad Nordrhein-Westfalen.

Poblet eo gant war-dro 350 000 a dud. Brudet eo ar Schwebebahn, un doare tramgarr a-ispilh, a ya en-dro abaoe 1901, a-hed 13,3 kilometr. Mirdioù, ilizoù, salioù sonadegoù ha c'hoarivaoù zo e kêr ivez.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne