Los Angeles (Kalifornia)

Ur bajenn disheñvelout Los Ángeles zo ivez.

Los Angeles, berraet en L.A. alies, skrivet Los Ángeles e spagnoleg, eo kêr vrasañ stad Kalifornia hag eil kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New York. Tost 4 milion a dud a vev eno (18,5 milion en he zolead). Sez ar gontelezh eo ivez. E su Kalifornia emañ, war aod ar Meurvor Habask.

Diazezet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1781 gant ar gouarnour spagnol Felipe de Neve. Dont a reas da vezañ ul lodenn eus Bro-Vec'hiko e 1821 war lerc'h dizalc'hidigezh ar vro eus Spagn. Staget e voe ouzh ar Stadoù-Unanet e 1848 goude fin ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, dre brenañ California e Emglev Guadalupe Hidalgo. Er bloavezhioù 1890 e voe dizoloet eoul-maen ar pezh a lakkas ar gêr da greskiñ fonnus.

Oberiant ken ken eo ar gêr war dachennoù an aferioù, ar c'henwerzh etrebroadel, an dudi, ar sevenadur, ar mediaoù, ar c'hiz, ar skiant, an teknologiezh hag an deskadurezh. Hollywood, brudet er bed a-bezh evit e broduiñ filmoù sinema, eo anv lodenn gwalarn rannvro Los Angeles. Degemeret eo bet ar C'hoarioù olimpek hañv gant ar gêr e 1932 ha 1984, ar pezh a vo adarre e 2028.

Un hin istrovanel pe greizdouarel a gaver eno. Menezioù ha dezerzioù a zo en argoad ar vro.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne