Dour

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Un dakenn dour gwelet a-dost.

Ul liñvenn dreuzwelus, diliv, dic'hwezh ha divlaz eo an dour (liester : dourioù, doureier). An oksidenn dihidrogen eo pe an drenkenn hidroksiek e c'hell bezañ anvet ivez. Ur c'hompozad kimiek simpl eo, met gant perzhioù dibar diwar ar pennaheladur. E formulenn gimiek a zo H2O ha pep molekulenn a endalc'h un atom oksigen etre daou atom hidrogen en ur ober ur "V" digor bras. An dour pounner en deus daou atom deuteriom e-lec'h an hidrogen. An deuteriom a zo un izotop hidrogen. Formulenn an dour pounner (oksid deuteriom) a zo D2O.

Dindan ar gwask atmosferel a ya da aezhenn an dour pelloc'h eget 100° C hag a ya da vezañ solut dindan 0° (da skorn ez a da vezañ). Ur perzh dibar eo ivez pa chom an holl gompozadoù nes (sulfur hidrogen, ammoniak, metan, da skouer) er stad gazek dindan wrezioù izeloc'h.

En Douar a-bezh e kaver dour kazi e pep lec'h hag eo ur c'hompozad ret evit ar veverien ha dezho eo an dour un dra neutrel, divlaz ha dic'hwezh.

War-dro 70% gorread an Douar a zo goloet gant an dour hini ar meurvorioù da gentañ penn, met kavet e vez dindan stumm ur mor, ul lenn, un dourredenn, ur stêr, ur wazh pe ur ganol.
Deskrivet e vez red an dour a-dreuz pep kombod douarel dre dresañ kelc'hiad an dour (e gelc'hiad biogeokimiek).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne