Iwerzhoneg

Iwerzhoneg

Komzet e: Iwerzhon, Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon
Niver a yezherien: 1,6 milion en holl, 70 000 anezho a ra gant ar yezh bemdez
Renkadur: ??
Familh yezh:

Indezeuropek
 Keltieg
  Gouezelek
   Iwerzhoneg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel : Iwerzhon, Unaniezh Europa (adalek 2007),
anavezet e Norzhiwerzhon
Akademiezh: Foras na Gaeilge
Kodoù ar Yezh
ISO 639-1: ga
ISO 639-2: gle
ISO 639-3: gle
SIL: GLE

An iwerzhoneg (Gaeilge) zo unan eus ar yezhoù gouezelek, komzet en Iwerzhon. En Iwerzhon e ra an dud na blij ket ar yezh-se dezho gant an anvadur 'Gaelic' (Gouezeleg), met gant ar yezhoniourien ha gant Bonreizh Iwerzhon ez eo iwerzhoneg a vez graet anezhi peurvuiañ. Ober gant an anv gouezeleg a c’hell lakaat da faziañ ha da gemmeskañ gant gouezeleg Skos, ur yezh kar komzet e Bro-Skos.

Komzet e vez iwerzhoneg en enezenn a-bezh, e Republik Iwerzhon (Poblacht na hÉireann, Republic of Ireland), hag ivez e Hanternoz Iwerzhon (Tuaisceart na hÉireann, Northern Ireland). Yezh vroadel ha yezh ofisiel gentañ ar Republik eo, hervez ar Vonreizh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne