Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet

LFE – niverenn 170
LFEunicode w
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA w
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet treuzskrivet [w] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 170.

Ur gensonennn kendistaget an hini eo ganti dao u lec'h distagañ war un dro: ar gweuz hag an drekstaon.

E brezhoneg e vez skrivet <w> pa deu diwar kemmadur dre vlotaat "gw", d.s. "gwerenn" < "ar werenn" had <ou> (hep taol-mouezh a-hendall, d.s "ouelañ".

E rannyezhoù saoznek 'zo, da skouer ar saozneg evel ma vez komzet e Skos e c'hoazh e meur a lec'h er Stadoù-Unanet e c'hell bezañ enebiet ez-fonemek ouzh ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat divouezh [ʍ], d.s. whine ("leñval") kv. wine ("gwin").


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne