Lingua franca

Ur geriadur eus al lingua franca, embannet e 1830 e Marseille.

Al lingua franca (langue franque ivez e galleg) zo ur yezh voutin komzet etre ar Grennamzer hag an XIXvet kantved, gant martoloded ha marc'hadourien dreist-holl, met ivez gant prizonidi, tec'hidi pe sklaved, e perzhier ar Mor Kreizdouar, anezhi ur meskaj yezhoù latin dreist-holl (italianeg, katalaneg, okitaneg, spagnoleg) ennañ gerioù o tont eus yezhoù all (gresianeg, arabeg, turkeg).
Meneget eo an anv e Dictionnaire universel Antoine Furetière e 1690.

Implijet e vez an anv lingua franca ivez evit komz eus ur yezh voutin etre yezherien disheñvel. Ar gregach hag al latin zo bet yezhoù boutin en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Gerioù all evel sabir ha pidgin zo bet implijet e rannvedoù all. Ar galleg zo ivez ur seurt lingua franca en Afrika, hag ar saozneg dre ar bed.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne