Platon (e henc'hresianeg Πλάτων, Plátôn) a oa ur prederour gresian ganet en Aten, e 427 kent J.-K. ha tremenet e 348 kent J.-K.. Lesanvet eo bet « Platon doueel » ha sellet e vez outañ alies evel ouzh unan eus ar c'hentañ prederourien veur eus ar brederouriezh kornôgat. Hervez ur frazenn vrudet gant Alfred North Whitehead, « Ar surañ deskrivadenn hollek eus hengoun european ar brederouriezh zo lâret ez eus anezhi un heuliad notennoù da oberennoù Platon. »[1].
Pinvidik-kenañ eo prederouriezh Platon. Seblantout a ra n'eus kudenn pe goulenn ebet na vije bet studiet gantañ. Studiet en deus Platon koulz ar brederouriezh politikel, prederouriezh ar vuhezegezh, damkaniezh an anaoudegezh, ar gosmologiezh hag ar genedouriezh. Alies c'hoazh e vez breutaet diwar-benn e vennozhioù gant ar brederourien a vremañ. Karl Popper en deus kavet abeg e kreiz an XXvet kantved e « komunouriezh Platon », da skouer, tra m'eo bet difennet ar blatonouriezh hiziv an deiz koulz gant Frege ha gant Russell.
Skrivet en devoa diwar-benn Sokrates, e vestr.