Ruzenn gostez staon divouezh

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel eo ar ruzenn gostez staon divouezh.

Gant ar bouraeg ("bura"), ur yezh tchadek, e vez implijet ur gensonenn staon a-gostez dre daravat divouezh enebiet ouzh ur ruzenn gostez kevig divouezh hag ivez ouzh ur gensonenn staon a-gostez dre dostaat.

E dahaloeg hag e hadzaeg e kaver kensonennoù staon a-gostez dre fic'hal divouezh hag ivez dre strakal.

N'eus arouezenn ofisiel ebet hervez reolennoù al LFE evit treuzskrivañ ar sonioù-se met rankout a reer implijout arouezennoù ad hoc evel ar re-mañ:


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne