Unaniezh Europa

Unaniezh Europa

Banniel Europa
Sturienn In varietate concordia
Unanet el liesseurtegezh
Kanenn Europa Kanenn d'al Levenez
Devezh Europa 9 Mae[1]
Yezhoù ofisiel Yezhoù Unaniezh Europa
Savidigezh
Feur-emglev Roma 1 a viz Genver 1958
Feur-emglev Maastricht 1 a viz Du 1993
Feur-emglev Lisboa 1 a viz Kerzu 2009
Melestradur
Kêrioù-penn Brusel
Luksembourg
Strasbourg
Prezidantelezh
Kuzul

Kengor

Parlamant

 Charles Michel
(12/2019)
 Ursula von der Leyden
(07/2019)
 David Sassoli
(07/2019)
Douaroniezh
Gorread 4 194 431 km² (UE27)
7vet renk[2]
Poblañs
• Hollad (2019)
Stankter

446 834 578 (UE27)
107 ann./km²
3vet renk[2]
Moneiz Euro (€)[3]
Gwerzhidoù-eur UTC, UTC+1, UTC+2[4]
Igorell bellgomz +3 • +4[5]
Armerzh
PDB
(diazez PPA)
• Hollad (2004)
• PDB/annezad
Renk 1[2]
9 € 610 milmilion
21 125 €

Internet europa.eu

Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 27 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.

Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :

  • ur c’hevread (da skouer evit ar moneiz, al labour-douar, ar c’henwerzh, politikerezhioù an endro)
  • ur c’hengevread (da skouer evit ar politikerezhioù sokial hag armerzhel, gwarez ar vevezerien, aferioù diabarzh)
  • un aozadur etrebroadel (da skouer war dachenn an aferioù diavaez)

Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had a zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 20 eus an 27 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.

Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.

  1. Deiz-ha-bloaz disklêriadur Robert Schuman.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Europa evel Stad en he unan.
  3. Lod Stadoù ezel zo chomet gant o moneiz broadel.
  4. UTC-4 hag UTC+4 er c’hornioù pellañ
  5. Diouzh ar Stadoù ezel

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne