Ab urbe condita

Pezhioù moneiz Tiberius Claudius Pacatianus, deiziet hervez an doare da gontañ azalek savidigezh Roma : Romae aeter an mil et primo, "Da Roma beurbadel, en he mil bloaz hag unan"

Ab urbe condita zo ur frazenn latin a dalvez "Adalek diazezidigezh kêr".
Implijet e veze gant un nebeud istorourion roman evit kontañ ar bloavezhioù. Kalz aliesoc'h eget ar Romaned en-eeun e ra an istorourien ganti. An doare ordinal da ziskouez ar bloavezhioù e veze reiñ anv an daou gonsul e karg. Hervez an hengoun e oa bet diazezet kêr Roma e 753 kent J-K.

Brudet eo al levrioù diwar-benn Istor Roma, anvet Ab Urbe condita libri, bet savet gant an istorour Titus Livius.

Evit treiñ ur bloaz eus an deiziadur gregorian (hon hini) en ur bloaz eus an deiziadur roman e ranker ouzhpennañ an niver 753. Da skouer emgann Ballon a c'hoarverzas er bloaz 845 hervez an deiziadur gregorian hag er bloaz (845 + 753 =) 1598 hervez an deiziadur roman.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne