Labret

Ul labret zo anv un doare toullgorferezh. Toullet e vez ar c'hroc'hen etre ar weuz traoñ hag ar c'hroñj evit gallout staliañ ur bravig ennañ, peurliesañ ur varennig ispisial anvet "labret stud" en degouezh-mañ, daoust ma implijer gwalennoùigoù bras pe vrasoc'h alies ivez.

Meur a zoare labret stud

Dont a ra an anv diwar ar ger latin labrum ("gweuz") gant al lostger bihanaat -et ha n'eo ket diwar ar galleg.

Peurliesañ e vez toullet e-kreizig-kreiz gant ur varennig, met a-wechoù e vez graet an toull muioc'hik a-zehoù pe a-gleiz, ha toulloù par-ha-par, staliet enne barrennoùigoù koulz ha gwalennoùigoù.

N'eo ket hemañ un doare toullgorferezh nevez-ijinet, rak toullgorfadurioù peurheñvel ouzh al labret a veze gant gwazed a renk uhel er sevenadurioù Aztek[1] ha gant an Aleuted[2] d'an nebeutañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne