Er yezhoniezh e vez implijet an termen lieskensonennad (saoz.: consonant cluster) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un heuliad kensonennoù renk-ouzh-renk hep vogalenn ebet kenetreze, da skouer "skol", "pobladur".
En un doare strizh-tre e komzer eus lieskensonennadoù pa c'hoarvezont en un hevelep silabenn, met en un doare ledanoc'h e talvez ivez evit komz eus heuliadoù kensonennoù an eil war-lerc'h eben dreist d'ar bevennoù silabennek.