Polybios (war-dro 200-118 kent J.-K.), Πολύβιος en henc'hresianeg, a oa un istorour eus ar prantad hellenadek brudet gant e oberenn, An istorioù, a zanevell ar prantad etre 220 ha 146 kent J.-K. dre ar munud.
Kontañ a ra an oberour penaos e voe savet ar Republik roman ha penaos e teuas, tamm-ha-tamm, da lakaat he c'hrog war Hellaz.
Brudet eo mennozhioù Polybios diwar-benn rannañ ar galloudoù er gouarnamant, adkemeret goude gant Montesquieu en e oberenn Spered al Lezennoù, hag e Bonreizh SUA.