Iskevrennad eus | aozadur breudeurel, aozadur armet, poellgor evezhiañ ![]() |
---|---|
Skour lu | troadegiezh ![]() |
Schutterij a vez graet eus ur gward kêr pe bezen keodedour savet gant youlidi e-kerzh ar Grennamzer hag an amzerioù modern, en Izelvroioù. Pal ar bagadoù-se e oa gwareziñ ar c'hêrioù diouzh an tagadennoù, an emsavadegoù pe an tanioù-gwall. O lec'hioù gourdoniñ a oa alies spasoù digor er c'hêrioù, nepell diouzh ar mogerioù-kêr. Pa ne oa ket tu, hervez an amzer, e c'helle bezañ gourdonet en ilizoù ivez.
An doare ma oant strollet a oa hervez orin an distrigoù, met hervez an arm implijet gant pep ezel ivez : gwareg, arbalastr pe mousked. Asambles, an izili a oa graet Schuttersgilde anezho, ar pezh a c'hellfe bezañ troet e "gild tennerien". Hiziv-an-deiz e vez implijet evel titl enoriñ en ur c'hlub tennañ pe evit ober eus izili ar skipailh broadel tennerien olimpek.