AC/DC

AC/DC e 1979 e Belfast, gant Angus Young (a-gleiz) ha Bon Scott (a-zehou)

Bro orin Banniel Aostralia Aostralia
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare(où) Hard rock
Blues rock
Rock and roll
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1973
Label(ioù) Albert Records
EMI Group
Columbia Records
Epic Records
Atlantic Records
Atco Records
Elektra Records
East West Records
Lec'hienn ofisiel acdc.com

Izili Brian Johnson
Angus Young
Malcolm Young
Cliff Williams
Phil Rudd
Izili bet er strollad (Sellout-ouzh ar chabistr war-se)
Endro Geordie, The Easybeats, Fraternity, The Valentines

AC/DC a zo ur strollad sonerezh rock aostralian, savet e Sydney e-kerzh miz an Azvent 1973. A-c'houde an amzer-se e ra berzh ar strollad-se, gwerzhet e vez pladennoù a-vil-vern getoñ (muioc'h evit 200 milion er bed a-bezh). Ur strollad hard-rock pe heavy metal a vez graet anezhañ get an darn vrasañ, pezh n'eo ket sur, tenniñ a ra e sonerezh d'ar blues ivez, gwir eo avat n'eo ket blues ar maezioù rak get tredan e trelosk ar gitaroù ha n'eo ket get dasson ar c'hoad. Gitaroù "peurgarg" pa lavarin mat. Kalavern, bejoñs a vez gete, setu ar pal.

Daou brantad amzer a zo e buhez AC/DC, hag a glota get daou ganer, an eil en doa kemeret lec'h an hani kentañ pa oa marvet hemañ diwezhañ, Bon Scott e anv, e 1980. Setu prantad 1973-1980, ha prantad 1980 betek bremañ (2013) get Brian Johnson é kaniñ. Karourion ar strollad a zo evit bep prantad nemetken, hag ul lodenn arall evit an daou ivez, daoust dezhe gouiet ez eus degouezhet un troc'h e 1980, èl ma vehe ur strollad arall àr-lerc'h.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne