Er yezhoniezh e vez implijet an termen adverb (saoz: adverb) evit komz eus ur rummad gerioù yezhadurel hag a dalvez da gemmañ pe da resisaat ster gerioù eus n'eus forzh peseurt rummad yezhadurel all estreget an anvioù ma vez implijet doareerien hag anvioù-gwan, da lâret eo da skouer dreist-holl verboù, anvioù-gwan (en o zouez an niverennoù), pe c'hoazh frazennoù a-bezh.
Respont a ra an adverboù peurliesañ d'ar goulennoù "penaos?" ha "pegoulz?". Graet e vez an arc'hwel adverbel eus an dra-mañ ha gallout a ra bezañ kaset da benn gant adverboù pe c'hoazh gant rannfrazennoù adverb.
E brezhoneg, daoust ha ma c'heller sevel adverboù a-wezhioù dre stagañ ar rakger ez- pe er- ouzh deroù un anv-gwan, ne vez ket graet dre ret atav un diforc'h ken splann all etre stumm morfologel an anvioù-gwan hag hini ar rakverboù ha ma reer e yezhoù all evel ar galleg da skouer, keñveriit:
Dont a ra an termen adverb diwar an termenoù implijet ez-hengounel evit deskrivañ yezhadur al latin hag implijet war-lerc'h evit deskrivañ fedoù yezhadurel yezhoù all. Meur a arc'hwel disheñvel diouzh re al latin a c'hell kaout an adverboù a yezh da yezh avat hag ur rummad yezhadurel ledan-tre an hini eo e gwirionez. N'heller ket implijout an holl adverboù evit ober dave d'ur frazenn a-bezh ("adverboù frazennek") da skouer.
E meur a yezh evel ar brezhoneg dre vras, n'eus stumm morfologel arbennik ebet evit merkañ an adverboù hag o diforc'hañ diouzh rummadoù yezhadurel all, evel da skouer an alamaneg gut ("mat") = adverb/anv-gwan. Kemmañ a ra kalz ivez a yezh da yezh an doare da sevel adverboù, da skouer: