Bronneg

Bronneged

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Isskourad : Vertebrata
Kevrennad : Mammalia
Isrannadurioù :
Rummatadur filogenetik :
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged ha renket e vezont hervez ar boaz evel ur gevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester ar ger latin Mammifera) anezho. Unskourrennek eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted.

Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milion a vloavezhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled eo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag ar c'haved (karvan-draoñ).

An anv bronneged a zeu eus ar bronnoù o deus ar parezed evit magañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ.
Ar bronneged o deus ur gwad tomm hag e-touez al loened heñvelgwrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o gwrez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo gwrez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar gsenartred hag ar re a ya da c'hoañvaat. Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel.

War-dro 5400 spesad bronneged a zo, rummataet e 29 urzhiad, 153 c'herentiad ha 1200 genad.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne