Stad | Bro-C'hall ![]() |
---|---|
Lec'h | Bro-C'hall ![]() |
Deiziad | 5 Mae 1789 ![]() |
Deiziad kregiñ | 14 Gou 1789 ![]() |
Deiziad echuiñ | 9 Du 1799 ![]() |
Perzhiad | Louis Antoine de Saint-Just ![]() |
Istor | timeline of the French Revolution ![]() |
An Dispac'h gall eo an anv roet d'an heuliad darvoudoù hag oberoù a oa bet e Bro-C'hall etre 1789 ha 1799, hag a voe diskaret ar Roueelezh hag ar Renad kozh ganto.
Echuiñ a reas gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn er bloavezh VIII (d’an 9 a viz Du 1799) kaset da benn gant ar jeneral Buonaparte.
Kantadoù a viliadoù a dud a varvas e-pad ar Reveulzi c'hall, dreist-holl e-pad ar Spont bras etre 1793 ha 1794 : 16 594 den dibennet diwar ur varnadenn, met pa gonter an holl dorfedoù ha drouklazhoù e vefed tostoc’h eus 40 000. Posupl eo ouzhpennañ marvioù ar brezelioù-diabarzh a-enep d'ar Reveulzi (Chouanerezh ha Brezel Vende) ha reoù ar brezelioù war harzhoù Bro-C'hall a-enep d’ar c’henemglev a rouantelezhioù european a stourmas ouzh ar skouer fall-se.
Pa echu an Dispac'h gall e kroge ur mare hir a zistabilded bolitikel en Bro-C'hall betek ma errufe an Trede Republik c'hall er bloavezhioù 1870. Pazennoù bras hag arouezioù an Dispac'h gall, zo chomet reoù implijet, a awen betek hiziv, evel da skouer an Dispac'h rusian. An Dispac'h gall a oa bet ur reveulzi dreistordinal, keñveriet gant ar re a oa c'hoarvezet a-raok, rak amañ e oa sklaer dezho, e oa ur pal hollvedel gant ar reveulzierien. Fellout a rae dezho mont etrezek an denelezh a-bezh. Pa oa kroget an dispac'h, e oa savet enebiezh raktal etre ar reveulzierien hag o mennadoù hollvedel hag enebourien an Dispac'h a oa inti o tisplegañ e oa divent ar c'hemmoù o tont dre an darvoud. Chom a ra an Dispac'h gall danvez un tabut evit an istorourien hag e-pad ar c'hantvedoù da heul, koulz e Bro-C'hall ha dre ar bed. Disrannoù a oa bet, gant un tu a save evit ar reveulzi hag un tu enep-reveulzier a oa bet renket diouzh tu difennerien ar bed kozh, da lâret eo, etre ar re enebet ouzh an Iliz gatolik hag ar re a gendalc'he da gredi e doue. Evit darn eus an istorourien e chom an darvoud hollbouezus en Istor Mab-den.