Jeruzalem

Ur pennad Jeruzalem (disheñvelout) zo ivez.
Skoed Jeruzalem

Jeruzalem (hebreeg: ירושלים Yerushaláyim; arabeg: القدس al-Quds, pe أورشليم ʔūrushalīm) zo ur gêr er Reter-Nesañ hag a zo a-bouez er relijionoù yuzev, kristen ha muzulmat, hag e spered broadel Israeliz.

Yerushalayim ( ירושלים ) eo an anv hebraek, القدس al Quds evit an arabegerien vuzulmat hag اورشليم Ûrshalîm evit an arabegerien gristen.
An anv ofisiel en Israel eo « Yerushalayim Ûrshalîm al Quds ».
Disklêriet he deus Stad Israel e oa Jeruzalem unvanet he « c'hêr-benn beurbad ». N'eo ket anavezet an doare-se da lavaret gant ar gumuniezh etrebroadel, rak karterioù Jeruzalem ar Reter a vez sellet outo evel un dachenn dindan dalc'h Palestiniz hag a anavez Jeruzalem evel kêr-benn ur Stad palestinian da zont.

Savet eo bet kêr war ar menez Sion, 745 m uhelder dezhañ. E deroù 2005, e oa 200 km² dindani evit 933 113 a annezidi. Kavout a reer mesk-ha-mesk er gêr-se un niver a relijionoù, a bobloù, hag a strolladoù sokial. Gronnet eo al lodenn anvet "kêr gozh" gant mogerioù-kreñv ha kavout a reer enni daou garter poblet gant Arabed dreist-holl, anvet "karter kristen" ha "karter muzulmat", ur c'harter armeniat hag ur c'harter yuzev.


Jeruzalem gwelet diouzh menez an Olivez : Bolz-to ar Roc'h hag, a-dreñv, Bolz-to ar Bez Santel ; a-zehou, an nor alaouret, stanket gant ur voger, ma tremeno ar Mesiaz pa vo distro, a-hervez.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne