Keoded ar Vatikan

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Stad Keoded ar Vatikan
(it) Stato della Cità del Vaticano
(la) Status Civitatis Vaticanæ

Banniel Ardamezioù
Kan broadel Inno e Marcia Pontificale
Melestradur
Ker-benn Keoded ar Vatikan

Yezhoù Italianeg (ofisiel)
Latin (relijion)
Galleg (diplomatiezh)
Alamaneg
Poloneg
Portugaleg
Saozneg
Spagnoleg

Relijion Katoligiezh

Gouarnamant
• Hennad riek
• Pennroue
• Korf lezenniñ
Unpenniezh velegveliek
Kador sant Pêr
Frañsez
Kengor pabel

Dizalc'hiezh Diouzh Italia
Emglevioù al Laterano
11 C'hwevrer 1929
Douaroniezh
Gorread 0,49 km²
Poblañs 825 (2019)
Stankter 1 684 ann./km²

Moneiz Euro € (EUR)
Gwerzhid-eur
• Hañv
UTC +1
UTC +2
Kod pellgomz +379
Kod Internet .va

Lec'hienn www.vaticanstate.va

41°54'09"N – 12°27'09"R
Glad bedel
Krafoù
Dave
Enskrivadur
Sevenadurel 1, 2, 4, 6
286
1984

Riez Keoded ar Vatikan diouzh e anv ofisiel (Stato della Città del Vaticano en italianeg, Status Civitatis Vaticanae e latin hag ar Vatikan evit berr) eo ar riez vihanañ er bed (0.44 km²) hag un enklozadur eo e-kreiz Roma, ar gêr nemeti ma'z eus div gêr-benn. 932 annezad a gaver er Vatikan, met nebeutoc'h a geodedourien, darn anezho evit un amzer berr. A-wechoù e vez anv eus ar Sez Santel, met eus sez ensavadurioù an Iliz katolik roman staliet eno ez eus kaoz er mod-se. Ar Pab, eskob Roma, Vikel ar C'hrist, eo penn ar riez, hemañ dilennet gant ar gardinaled, pennoù uhelañ an iliz. Hiziv eo Frañsez, dilennet e 2013, ar pab o ren.
An italianeg eo yezh ofisiel ar riez, ar galleg ar yezh diplomatek hag al latin yezh ar Sez santel (i.e. yezh an Iliz). Meur a yezh a vez komzet gant an annezidi, italianeg peurvuiañ hag alamaneg gant ar Gward suis.

Eno e kaver meur a vonumant relijiel ha sevenadurel : Penniliz Sant-Pêr, ar Chapel Sistina ha mirdioù a bep seurt. Gwerzhañ timbroù, eñvorennoù ha levrioù, ha mont-tre ar mirdi a ya d'ober armerzh ar Vatikan.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne