Iskevrennad eus | Relijionoù a-ziwar Abraham |
---|---|
Deiziad krouiñ | 33 CE |
Anvet diwar | Christ, Jezuz-Krist, Nazaret |
Diazezer | Jezuz-Krist |
Lec'h | worldwide |
Lec'h diazez | Jeruzalem |
Foundational text | Bibl |
Hashtag | christianity |
Dezverket dre | undoueegezh |
Istor | istor ar gristeniezh |
Pleustret gant | Christian |
Separated from | yuzevegezh |
Mastodon instance URL | https://theres.life |
Arouezenn Unicode | ✝️ |
Ar gristeniezh zo ur relijion undoueek abrahamek diazezet war kelennadurezh Jezuz Nazaret, un den a vevas er Iañ kantved, lesanvet ar C'hrist (an eouliet). Hervez e feizidi eo Jezuz ar mesiaz, evel ma oa bet diouganet en Testamant Kozh, met ivez Doue deuet war an douar da vale an dud hervez doueoniezh an Dreinded, evel m'eo kontet en Testamant Nevez[1]. Hiziv ez eus tro-dro 2,6 miliard a feizidi kristen er bed a-bezh hag ar relijion vrasañ er bed eo.
Liesseurt kenañ eo ar gristeniezh, a ranner dre vras etre ur skourr gornôg hag ur skourr reter, ha liesseurt kenañ ivez an dogm, diwar-benn ar salvidigezh da skouer, pe diwar-benn stumm an Iliz, perzh ar veleien hag ar gristologiezh. Dre vras e kred an holl feizidi eo Jezuz mab Doue - al logos deuet da gig - hag en doa kelennet, gouzañvet hag e varvas war ar groaz a-raok sevel a varv da vev evit salvidigezh Mab-den, evel m'eo kontet en avieloù (ar c'heloù mat) er Bibl, skridoù savet gant Mazhev, Mark, Lukaz ha Yann, a oa deskibien Jezuz, gant an Tanac'h (Testamant kozh ar Yuzevien) evel drekleur.
Komañs a reas ar gristeniezh evel ur ranngredenn eus Yuzevegezh an Eil Templ e proviñs roman Iudea er Iañ kantved met strewiñ a reas er Sav-Heol, en Anatolia, en Europa, e Mezopotamia, en Egipt hag en Etiopia daoust bezañ heskinet e penn-kentañ. Daoust d'he gwriziennoù yuzev e tesachas buan Doujerien-Doue jentil ar pezh a gasas war-zu un disparti diouzh ar Yuzevegezh dre an doareoù d'ober, a-raok ma voe donoc'h an disparti etre an div relijion goude diskar Templ Jeruzalem ha dibaboù ar Yuzevegezh rabinek. Goude ur prantad ma voe berzet gant ar Romaned e voe aotreet gant an impalaer Kustentin a zeuas da gristen zoken. Hemañ a roas lañs d'ar gristeniezh d'en em aozañ dre vodañ ar Sened-Iliz kentañ, hini Nikaia (325). Kreskiñ a reas galloud an Iliz en Impalaeriezh roman betek mont da relijion-Stad (380). Betek mare ar chismoù e c'heller ober Iliz Veur eus an Iliz kentidik. Dizemglev war natur Jezuz-Krist a gasas war-zu chismoù (pe skism) meur en Ilizioù ar reter (Senedoù-Iliz Efesos, 431, ha C'halkedon, 451)[2] tra ma kasas dizemglevioù war perzh eskob Roma a gasas d'ar Skism Kornôg-Reter. Goulennoù war an doueoniezh hag aozadur an Iliz a gasas d'an Disivoud Meur er XVIvet kantved en Iliz ar C'hornôg. Merket don e voe sevenadur ar C'hornôg gant ar gristeniezh, kerkent hag an Henamzer ziwezhañ hag ar Grennamzer[3],[4] Gant oadvezh an dizoloadennoù e strewas ar gristeniezh, katolik pe protestant, en Amerika, Afrika hag Okeania dre labour ar visionerien.[5].
Ar peder skourr vrasañ er gristeniezh, ar gatoligiezh (1,3 miliard a feizidi, 50,1%), ar brotestantiezh (920 milion, 36,7%) hag an ortodoksiezh (322 milion, 11,9%),[6] a glask bremañ mont war-zu un unaniezh bennak (eukumeniezh). Goude m'eo digresket niver a feizidi start e chom ar gristeniezh relijion pennañ en Europa, gant 70% eus an dud en em wel evel kristenien.[7] War-gresk ez a niver ar feizidi en Afrika hag en Azia avat.[7] Ar gristenien eo ar strollad relijiel ar muiañ heskinet hiziv an deiz, dreist-holl er Reter-Nesañ, Afrika an Norzh hag en Azia ar Reter hag ar Mervent[8].