LIU Cixin | |
---|---|
![]() | |
Anv | 刘慈欣 Liú Cíxīn |
Ganedigezh | 23 Mezheven 1963 Beijing, ![]() |
Micher | Skrivagner |
Stummadur | NCWU [n 1] e Zhengzhou, Ijinour er stlenneg |
Maread | 1989 – bremañ |
Doare | Skiant-faltazi |
Prizioù | Yin hé Hugo Nebula |
| |
|
Liu Cixin[1] (sinaeg : 刘慈欣 ; pinyin : Liú Cíxīn, distaget [ljǒʊ tsʰɨ̌ɕín]), bet ganet d'an 23 a viz Mezheven 1963 e Beijing (Republik Pobl Sina), zo un ijinour er stlenneg hag ur skrivagner skiant-faltazi.
Nav gwezh ez eo bet deroet dezhañ ar priz Yin hé (银河 "Galaksienn") e Sina, hag er bloaz 2015 ec'h eas ar priz Hugo Award gantañ e Helsinki (Finland). Ar priz Nebula sinaek a c'hounezas ivez.
Un ezel eo ouzh Kevredigezh Sinaat ar Skrivagnerien Skiantel, koulz ha beskadoriad Kevredigezh ar Skrivagnerien Skiantel e proviñs Shanxi.