Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad superesivel (saoz.: superessive case, diwar al latin: "supersum, superesse") evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un dra war un dra bennak all, o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù. "war" ha "war-c'horre" e brezhoneg.
Implijet e vez an droad superesivel gant ar yezhoù finnek-ougrek, en o zouez ar finneg hag an hungareg, da skouer