Wunderwaffe ("arm burzhudus"), Wunderwaffen el liester, zo un droienn alamanek kement hag ur ger implijet e-kerzh an Eil Brezel-bed gant Ministrerezh propaganda an Alamagn Nazi evit ober anv eus "armoù dreistgalloudus".
E gwirionez, darn eus an armoù-se a oa chomet e stad kentpatromoù, hep tizhout an tachennoù emgann, pe pa voe graet e oa re ziwezhat pe e oa ken nebeut anezho ma ne oa bet efed gwirion ebet war ar brezel. An armoù-V pe Vergeltungswaffen, hag a oa bet savet a-raok a oa bet implijet e-leizh dreist-holl war Londrez hag Antwerpen, ur skouer e oa eus mennozhioù nevez armamant Alamagn. Hiziv-an-deiz en alamaneg e vez implijet an droienn Wunderwaffe evel un diskoulm a c'hall renkañ an holl gudennoù ; implijet e vez dre fent dreist-holl.
Adalek ar bloavezh 1942 e oa kroget ar brezel da dreiñ fall evit an Ahel ha dreist-holl Alamagn. Muioc'h-mui e oad krog da glevet e oa armoù nevez o vezañ savet, ar re-se o vezañ reveulzier ha galloudus-tre. Hervez ar propaganda e oant kap da dreiñv ar brezel war an tu mat evit an Trede Reich. A-feur ma oa ar brezel o padout hag o vont war fallaat e veze klevet muioc'h-mui anv anezhe, ha pal ar soudarded hag an drevourien o harpañ anezho e oa gounit amzer evit ma vefent implijet.
A-benn ar fin hervez an istorourien int gwelet hiziv evel unan eus mammennoù koll ar brezel gant Hitler. Implijet e oa bet kalz danvezioù ral, kalz nerzh, kalz prizonidi sklaved aberzhet ha kalz arc'hant evit nebeut. Ma vije bet savet muioc'h eus un nebeud anezho e vije bet drastus evit ar Gevredidi. E fin ar brezel evit Alamagn e oa bet klasket kas ul lodenn eus an ijinoù pe dafar d'o sevel da Impalaeriezh Japan hag a oa bet ivez o klask sevel armoù burzhudus evit gounit ar brezel met en aner ivez. Goude an Eil Brezel-bed e oant bet implijet da vat gant un nebeud anezho o tegas nevezintioù en armamant.