Zoroastregezh

Faravahar, unan eus arouezioù pennañ ar Zoroastregezh, kontet da vezañ skeudenn ur Fravashi (arc'houere)
Navjote gant ur parsi (lid degemer er Zoroastregezh)

Ar zoroastregezh zo ur relijion undoueek diazezet war gelenn an diouganer Zoroastr pe Zarathoustra (diwar an avesteg) ha bet eo unan eus ar relijionoù brasañ er bed[1]. Savet e oa moarvat un tamm a-raok ar VIvet kantved kent J.-K. e Persia. Deuet eo da vezañ relijion ofisiel ar Bersed dindan tierniezh ar Sasanided (224-651), betek donedigezh an islam a gemeras e lec'h. Neoazh, ar gouelioù deuet eus ar zoroastregezh zo chomet a-bouez e buhez Iraniz eus forzh pe relijion e vefent. Hiziv an deiz e kaver Zoroastriz un tamm e pep lec'h er bed, en India hag er Stadoù-Unanet dreist-holl.

Er zoroastregezh, ar c'hrouer Ahoura Mazda zo mat-holl, ha ne zeu droug ebet dioutañ. Er zoroastregezh eta, ar mad hag an droug o deus pep a orin disheñvel. Klask a ra an droug (druj), ar gaou hag an dizurzh, distrujañ krouidigezh Mazda (asha), ar wirionez hag an urzh, hag ar mad a stourm outañ. En hengoun ar zoroastregezh e eneber spered an droug, Angra Mainyu (anvet ivez "Ahriman"), "pennaenn an distruj", an noz hag ar marv, ouzh ar spered madoberus Spenta Mainyu, an deiz hag ar vuhez. Emañ an daou spered-se en holl voudoù bev ar grouidigezh. Mazda en deus krouet ivez an Amesha Spenta, ar re "divarvel ha madoberus" hag an holl Yazata, a ziskouez splann labour Doue d'an denelezh. Tremen a raer drezo da azeuliñ Mazda. An testennoù pouezusañ eus ar relijion-se eo an Avesta. Kollet e oa ul lodenn vras anezhe ha ne chom hogozik ken al liturgiezh hiziv an deiz. Anavezet eo al lodennoù kollet dre zaveoù hag arroudennoù berr en oberennoù nevesoc'h, savet etre an IXvet hag an an XIvet kantved.

  1. https://web.archive.org/web/20101212231100/http://www.bestirantravel.com/culture/zoroastrian.html

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne