An hoplologiezh, diwar ar gresianeg ὅπλον (hóplon, dafar an hoplited en Henamzer) ha λόγος (lógos, « komz, prezeg, abeg, darempred ») eo anv ar skiant a zo he fal studiañ an armoù dre o implij, o sevel, o zeknik ha dre emzalc'h an dud a ra gante[1]. En ur mod ledanoc'h e c'hall talvezout evit ober anv eus studi emzalc'hioù feuls Mab-den. Ar skrivagner hag ergerzhour saoz Richard F. Burton e voe an hini kentañ o termeniñ ar ger e 1884 en ul levr war implij an armoù gwenn en Istor[2].