Sankenn a vez graet war dachenn an douaroniezh eus ur bastell-vro distag eus he bro orin ha gennet penn-da-benn, pe evit darn, en un tiriad all. Diforc’hañ a reer ar sankennoù diavaez pe ezklozadurioù diouzh ar sankennoù diabarzh anvet ivez enklozadurioù. Implijet e vez ar gêr ivez evit an tiriadoù bet miret gant al lu alaman e 1944-1945 e mizioù diwezhañ an Eil brezel-bed.
Enklozadur hag ezklozadur
 A, B, C, D, E zo tiriadoù pennañ, ul liv da bep unan anezho.
|
Tiriad A
|
- Perc'henn eo war 5 ezklozazur : A1, A2, A3, A4 hag A5. Ne c'heller ket mont eus A da nep ezklozadur An dre dreuziñ A hepken.
- A1 hag A2 n'int ket enklozadurioù rak hini ebet anezho n'eo gronnet gant un tiriad estren hepken.
- A1 zo un hanter enklozadur hag un hanter ezklozadur rak unan eus e harzoù zo un aod digor.
- A2 zo un ezklozadur rak disrannet diouzh e berc'henn A eo.
- A3 zo un enklozadur rak peurc'hronnet gant B eo.
- A4 hag A5 zo enep-enklozadurioù, anvet enklozadurioù a eil renk ivez, rak tiriadoù da A a zo e-barzh an enklozadur E ez int.
- En A emañ an enklozadur E. Un tiriad estren peurc'hronnet gant A eo.
- En A emañ an enep-enep-enklozadur E1, anvet enklozadur a drede renk ivez.
|
Tiriad B
|
- A3 ha D zo daou enklozadur.
|
Tiriad C
|
- Kevan eo, neus nag enklozadur nag ezklozadur ennañ.
|
Tiriad D
|
- Un enklozadur eo : daoust dezhañ bout kevan, peurc'hronnet gant un tiriad estren hepken (B).
|
Tiriad E
|
- Un enklozadur eo : e-barzh A emañ.
- Daou enklozadur zo ennañ (A4 and A5), a zo un emep-enklozadurioù da A.
- Un enep-enklozadur zo ennañ (E1), a zo un enep-enep-enklozadur gwelet eus A hag e-barzh A5.
|
|