Facebook

Facebook.svg

Krouidigezh : 4 a viz C'hwevrer 2004
Gennadoù labourerezh : Internet, Rouedad sokial
Niver implijidi : 30275 e miz Even 2018
Kengreadur : +300 milion USD[1] (2008)
Disoc'h rik : -50 milion USD[2] (priziadenn 2008)
Lec'hienn Web : www.facebook.com

Facebook zo un embregerezh stadunanat hag ur rouedad sokial bet krouet e 2004 war an Internet gant Mark Zuckerberg (1984-). Bodañ tud tost pe zianav eo he fal, dre skignañ titouroù a bep seurt embannet gant ar wiaderien. Digor eo d'an holl abaoe miz Gwengolo 2006. Ouzhpenn ur miliard a izili he deus abaoe miz Here 2012 dre ar bed[3]. An eil lec'hienn muiañ gweladennet eo, goude google.com, hervez Alexa Internet[4]).

E Skol-Veur Harvard e voe krouet Facebook : rouedad sokial ar studierien a oa er penn-kentañ kent bezañ digor d'ar skolioù-meur amerikan all. Tennet eo e anv eus an albomoù luc'hskeudennoù a vez graet facebooks anezho e saozneg, a zo poldredaouegoù ar skolajidi, likezidi pe studierien a vez roet dezho e fin pep bloavezh-skol.

Embannet en doa an embregerezh Facebook d'an 2 a viz Here 2008 e oa o vont da lakaat e sez etrebroadel e Dulenn en Iwerzhon evit marc'hadoù Europa, Afrika hag ar Reter-Kreiz[5],[6]. E 2012 e voe lakaet Facebook er Yalc'h, ha talvoudekaet eo bet da 104 miliard a zollaroù.

Emdroadur niver implijerien Facebook er bed.
  1. (en) The World's Billionaires #785 Mark Zuckerberg, Forbes, 3 a viz Mae 2008
  2. Estimated annual sales
  3. Le Monde en-linenn
  4. bed s_mode=global Alexa Top 500 Site
  5. (en) Facebook to set up international HQ in Dublin, The Irish Times, 3 a viz Here 2008.
  6. (en) Facebook to Establish International Headquarters in Dublin, Ireland, facebook.com, 2 a viz Here 2008.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne