Klik dent

LFE – niverenn 177
LFEunicode ǀ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA |\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik dent treuzskrivet [ǀ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 177. Betek 1989 eveze skrivet [ʇ].

Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika hag e luc'haj lidel an damineg komzet en Aostralia nemetken.

Kavet e vez stank klikoù dent er yezhoù koiek-sanek hag er yezhoù ngouniek komzet tro-war-dro bet levezonet gante, dreist-holl ar zouloueg hag ar xhosaeg. Er yezhoù ngouniek ("nguni") e vez skrivet c ar c'hlik dent tenuis; gc ar c'hlik dent sourrus; ch ar c'hlik dent c'hwezhet; nc ar c'hlik dent dre fri; ha ngc and nkc rakfriet.

Ur yezh kouchitek eo an dahaloeg enni pevar c'hlik dent, friet an holl anezhe: [ŋ̊ǀ, ŋǀ, ŋ̊ǀʷ, ŋǀʷ].

Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:

Implijet e vez klikoù e yezhoù all komzet en Europa ma talveont da estlamadennoù kentoc'h evit fonemoù evit diskwel an displijadur, da skouer en hungareg ha vez skrivet cöccögés [cœc:œge:ʃ], en alamaneg skrivet ts pe tss pe e saozneg tut-tut pe tsk-tsk. E gresianeg e vez implijet ur c'hlik dent pe ur c'hlik drekkevig evit lâret "nann" e lec'h όχι.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne