Enklozadur

C zo un enklozadur eus A hag un ezklozadur eus B.

E yezh an douaroniezh e vez graet enklozadur pe sankenn diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an aotrouniezh war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un ezklozadur pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez.

Diwezhat a-walc’h eo deuet keal an enklozadur d'ober e dreuz e luc’haj an diplomategezh. Ne vez ket kavet e saozneg a-raok 1868. Amprestet eo bet ar ger enclave gant ar yezh-se digant ar galleg a oa yezh an diplomategezh, al lingua franca, d'an ampoent. Ster ar ger er yezhoù-se a zeu eus al latin diwezhañ inclavatus a dalvez prennet, alc’hwezet (eus al latin diwezhañ clavis, alc’hwez). E brezhoneg eo bet savet ar ger diwar ar rakger en (diabarzh) ha klozañ (serriñ). Kavet e vez ken abred ha geriadur Vallée e 1931. Keal an ezklozadur, diwar ar rakger ez (diavaez), zo en em zispaket e bed an diplomategezh e-tro 30 vloaz war-lerc’h hini an enklozadur.

Meur a abeg zo da diriadoù zo da vezañ enklozet. Abegoù istorel, politikel pe douaroniel. Takadoù zo, da skouer, zo deuet da vezañ enklozadurioù traken peogwir e oa bet cheñchet naoz gant ur stêr.

Diaezamantoù fraezh a sav diwar bevañ en un enklozadur. Emglevioù liesseurt zo da vezañ kavet etre meur a vro evit ar chomlec’hioù, an tredan pe ar gwirioù tremenerezh. Setu perak eur tuet da glask en em zizober anezho ha kalz enklozadurioù a oa en amzer dremenet zo bet diverket bremañ.

E diabarzh ur vro zoken e oa niverus an enklozadurioù relijiel er Grennamzer. E Breizh eo brudet parrezioù enklozet eskopti Dol dreist-holl. E Bro-Saoz e veze graet peculiars eus ar parrezioù enklozet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne