Tornaod

Tornaod Beg ar Vann, e Breizh
Tornaodoù Mothair, en Iwerzhon
Tornaod Puerto Madryn, en Arc'hantina

Un tornaod (diwar ar gerioù tor-an-aod), pe pored, zo evel kof (pe tor) an aod pa sav sonn a-us d'ar mor. Neuzioù a bep seurt a c'hall bout d'un tornaod hervez ar roc'helloù pe ar goulezennoù a ya d'e ober ha hervez efed ar c'hrignerezh. Kavet e vez tornaodoù uheloc'h eget 200 metrad e-lec'hioù zo, evel tornaodoù Moher en Iwerzhon, da skouer.

Er menezioù e komzer eus tor ar menez, pe eus bri.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne